Patrom (sant)
Neuz
Ur sant patrom[1] pe paeron zo ur sant pe ur santez, hag a warez ul lec'h pe ur strollad tud : da skouer, Arc'hael Mikael eo paeron kêr ; Sant Sebastian, sant paeron an archerien ; Fiakr, Sant patrom al liorzhourien eo.
Ar seurt azeulerezh-se a vez graet dreist-holl gant ar gatoliked hag ar gristenien reizhkredour. An darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù protestant a nac'h ar pratik-se, o sellout ouzh azeuliñ ar sent hag ar relegoù evel un doare idolatriezh.
Adalek dibenn ar Grennamzer e krogas ar c'hevredadoù artizaned da glask skoazell o sant patron. Anv sant patron an iliz a oa e dalc'h an eskob hag a anve, pa veze gouestlet un iliz, da sant gwarezer, en ur guzuliañ gant krouerien an iliz pe gant ar re o doa goulennet he c'honsakradur[2].