Kensonenn kevig dre serriñ divouezh
| LFE – niverenn | 103 |
| LFE – unicode | t |
| LFE – skeudenn | |
| X-SAMPA | t |
| Selaou | |
|---|---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig dre serriñ divouezh treuzskrivet [t] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 103.
Kavet e vez stank-tre ar fonenn [t] e yezhoù ar bed ha gant an darn vrasañ anezhe e vez implijet un doare [t] d'an nebeutañ evel fonem ha lies gwezh e kaver yezhoù, da skouer an holl yezhoù indez-aryek komzet en India en o zouez an hindeg, ma vez implijet gante meur a doare [t] disheñvel enebiet an eil re ouzh ar re all war al live fonologel, da skouer un [t] plaen enebiet ouzh un [t] c'hwezhet.
N'anavezer nemet div yezh hep [t] ebet: an hawaieg hag ar samoaeg, hep [n] ebet ivez.
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [d] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem ruz [z] (diorroet ez-istorel diwar [θ]) dre ar c'hemmadur c'hwezhañ (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [t] > [d]
- "tenn" > "da dad"
- [t] > [z]
- "tad" > "ma zad"
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").
Ral a wezh e kaver kensonennoù dent rik e yezhoù, rak daoust ha ma vez deskrivet fonennoù 'zo evel kensonennoù dent, da skouer
Doareoù resis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| LFE | Deskrivadur |
|---|---|
| t | tenuis |
| tʰ | c'hwezhet |
| tʲ | staonkaet |
| tʷ | gweuzet |
| tˁ | gourlañchennekaet |
| t̚ | didarzh |
| tʼ | dre strakal |
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezhoneg: tad
- Tchekeg: toto [toto], "an dra-mañ"
- Finneg: parta [pɑrtɑ], "barv"
- Galleg: tordu [tɔʀdy], "gwaret"
- Alamaneg: Töchterchen [ˈtʰœçtɐçən], "merc'h yaouankañ"
- Gresianeg: τρία [ˈtriˌa], "tri"
- Japaneg: 特別 (tokubetsu) [tokɯbetsɯ], "ispisial"
- Serbeg: д(иј)ете [d(ij)ete],"bugel"
- Svedeg: tåg [ˈtʰoːg], "tren"
- Taieg: ตา [taː], "lagad"
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||