Mont d’an endalc’had

Republik Soviedel Ukraina

Eus Wikipedia
Republik Soviedel Ukraina

Banniel RSS Ukraina
Banniel RSS Ukraina
Skoed-ardamez RSS Ukraina
Skoed-ardamez RSS Ukraina
Banniel Ardamezioù
Ger-stur : Пролетарі всіх країн, єднайтеся!
("Proleterion ar bed, em unanit!")

  • ██ Lec'hiadur en URSS

  • Anv(ru) Украинская Советская Социалистическая Республика
    (uk) Українська Радянська Соціалістична Республіка
    Yezh ofisielHini ebet.
    YezhoùUkraineg
    Ruseg
    Kêr-bennKyiv
    Gorread
    • hollad
    • % dour

    603 700 km²
    Disterik
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    51 706 746 (1989)
    85,6/km²
    Prezidant
    (diwezhañ)
    Stanislav Gurenko
    MoneizRoubl (карбованець)

    Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa Republik Sokialour Soviedel Ukraina (ukraineg: Українська Радянська
    Соціалістична Республіка
    ).

    Adal 1934 e oa bet Kyiv kêr-benn ar Republik soviedel-mañ, anavezetoc'h d'ar mare-se diouzh stumm rusek hec'h anv Kiev, dilec'hiet eus C'harkiv, ar gêr-benn gent adal 1918.

    Krouet e oa bet d'ar 25 a viz Kerzu 1917 evel ur Republik Soviedel Sokialour.

    Unan eus peder Republik kentañ an Unaniezh Soviedel e 1922 e oa RSS Bielorusia gant RSS Bielorusia, ar RSKS Treuzkaokazek ha RSKS Rusia.

    Dont a reas Krimea da vezañ ul lodenn eus RSS Ukraina e 1954 goude ma oa bet dilamet diouzh RSKS Rusia.

    Roet e oa bet ur sez da RSS Ukraina er Broadoù Unanet ouzhpenn hini an Unaniezh Soviedel hag hini RSS Bielorusia.

    D'ar 24 a viz Eost 1991 en em zisrannas diouzh an Unaniezh Soviedel ha dont a reas da vezañ ur Stad dishual gant an anv Republika Ukraina.

    Republikoù an Unaniezh Soviedel
    Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina

    Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)