Renkad sokial
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Iskevrennad eus | strollad sokial |
|---|---|
| Abeg pennañ | social stratification |
| Studiet gant | sokiologiezh, class theory |
Ur renkad sokial a zo un dro-lavar evit termeniñ strolladoù tud en un hollad rummadoù sokial urzhasaet[1]. Renkad ar vicherourien ha renkad ar c’hevalaourien eo ar re kavet ar stankañ e skridoù ar brederourien sokial/sokialour, Karl Marx[2] an hini brudetañ anezho. Bezañ lakaet da ezel eus ur renkad sokial a c'hall dont diouzh an deskadurezh, ar binvidigezh, ar vicher, ar c'horvoderioù hag diouzh bezañ ezel ouzh un issevenadur pe eus ur rouedad sokial disheñvel.
Termeniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un danvez dielfennañ eo ar renkad evit ar sokiologourien, ar bolitikourien, an denoniourien hag an istorourien sokial. Kalz a sterioù disheñvel a ya gant ar ger, gwezhioù zo, ha n'eus ket a genemglev a-vras war un dermenadur resis. Tud zo a embann n’eus ket eus an harzoù renkad abalamour d'ar fiñvusted sokial. Er yezh pemdez, ar renkad sokial a vez graet eus ar rummad sokioarmerzhel ivez peurliesañ termenet evel « tud gant ar memes statud sokial, armerzhel, sevenadurel, politikel pe desavadurel». Da skouer e komzer eus renkad ar vicherourien pe eus ur renkad a ya war wel evel ur renkad war eskoriñ ha kement zo.
Koulskoude e vez graet un diforc’h gant an enklaskerien etre ar renkad sokial, hag endro an dud stabil awalc’h staget outañ, hag ar statud sokioarmerzhel a ya gant ar saviad sokial hag armerzhel war ar red a c’hell bezañ fiñvus.
Kavout penaos e vez lakaet war-wel ha diouzh petra e c’heller dielfennañ ar renkadoù sokial a zo bet abeg da dabutoù. Hervez Karl Marx e c’heller termeniñ ar renkadoù sokial diouzh perc’henniezh pe anperc’henniezh an araezioù produiñ ken e save, diouzh e veno, daou renkad kevenep a-grenn, hini ar broleteriezh ha ne vezont ket mistri war an araezioù produiñ, ha hini ar vourc’hizelezh a denn an arc’hant postet evit produiñ hag e beadra diwar an dreistad diboullet eus korvoadur ar vicherourien. Er c’hontrol e pouezas Max Weber war ar statud sokial pa glaske termeniñ ar renkadoù sokial.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stourm ar renkadoù
- Rummad sokioarmerzhel