Matteo Salvini
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Matteo Salvini |
| Anv-bihan | Matteo |
| Anv-familh | Salvini |
| Deiziad ganedigezh | 9 Meurzh 1973 |
| Lec'h ganedigezh | Milano |
| Pried | Fabrizia Ieluzzi |
| Yezh vamm | italianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
| Yezh implijet dre skrid | italianeg |
| Micher | politiker |
| Tachenn labour | Politikerezh |
| Implijer | Burghy |
| Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Roma, Milano |
| Strollad politikel | Lega Nord, Lega Lombarda, Us with Salvini, Lega per Salvini Premier |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2017 Lega Nord leadership election, 2013 Lega Nord leadership election |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Supported sports team | A.C. Milan |

Matteo Salvini, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1973 e Milano, zo ur politikour italian. Kannad europat eo abaoe 2004, ha sekretour kevredadel al Lega Nord abaoe 2013. Dindan e renerez ez eus paouezet goustadik gant rannvroelouriezh ar strollad evit mont war-du ur sell identelour hag emveliour italian. Gantañ e vez dilaosket ivez an enepfaskouriezh hag an enep-kreizennañ. Salvini a zo lesanvet "Ar C'habiten" (Il Capitano) gant e harperien.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Matteo Salvini a zo ganet e Milano e 1973, mab un den a aferioù hag ur vamm maouez er ger. Salvini en deus bet studiet el lise Alessandro Manzoni e Milan. Goude-se e yeas da skol-veur Milano (Università degli Studi di Milano) evit studiañ an Istor. Ne voe ket echuet e studioù gantañ.
Ezel e oa bet eus ur strollad eus an tu-kleiz pellañ en ur Greizenn sokial emveret, hini Leoncavallo. Chomet eo pouezus hervezañ ar skiant-prenet-se hiziv-an-deiz c'hoazh, memes ma z'eo eñ el luskad tu dehoù pellañ eus ar strollad Lega Nord.
Ministr an diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 1añ a viz Even 2018 e voe kadoriet evel ministr diabarzh Italia. Raktal e embanne e c'hoant da dalañ kreñv ouzh al luskadoù envroidi amreizh er vro.
Dilennadegoù 2018
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Logo "Salvini Premier" evit dilennadegoù 2018, diwar skouer hini Donald Trump.
- Logo kampagn Donald Trump