Mont d’an endalc’had

Izelvroioù

Eus Wikipedia


An Izelvroioù
(nl) Nederland
Banniel Ardamezioù
Ger-stur
Je maintiendrai ("Delc'her a rin")

Lec’hiadur an Izelvroioù
Yezh ofisielNederlandeg[1]
Kêr-bennAmsterdam
Statud politikelRouantelezh vonreizhel
demokratelezh parlamantel
RoueGwilherm-Alesandr
Kentañ MinistrRob Jetten
Gorread
• En holl
• % dour

41 543 km²
18,41%
Poblañs17 337 403 (2021)
Stankter417 ann./km²
Moneizeuro (€)
Kan broadelWilhelmus
Gouel broadel27 a viz Ebrel
(Gouel ar Roue)
Kod Internet.nl
Kod pellgomz31
Kartenn an Izelvroioù e 1975 (e saozneg)

An Izelvroioù, anvet ivez Nederland, a zo unan eus stadoù Europa hag ur rouantelezh etre Belgia hag Alamagn. E-barzh ar rouantelezh-se emañ ivez an Antilhez Nederlandat hag Aruba. Abaoe an deroù emañ ivez an Izelvroioù en Unaniezh Europa, en AFNA, hag unan eus teir elfenn ar Beneluks eo ivez.

E-kichen an anv ofisiel Koninkrijk der Nederlanden (« Rouantelezh an Izelvroioù »), e reer ivez er vro gant ur stumm berroc’h, Nederland. Graet e vez ivez, e broioù all, gant un anv all, Holland, a vez, pe a veze, implijet e meur a yezh all hag a zo bet implijet e brezhoneg. Bezañ ez eo Holland avat anv unan eus broioù istorel an Izelvroioù (rannet hiziv an deiz e div broviñs), hag ober gant Holland e-lec’h Izelvroioù (Nederland) ne blij ket kaer da dud ar proviñsoù all, evel Limburg pe Friz (o deus ur yezh disheñvel-krenn).

E skridoù brezhonek gwechall e c’heller kavout Holland hag ivez Hollandizien evit an dud, ha hollandeg evit ar yezh.

An douaroù en em led bremañ en Izelvroioù zo bet distank o foblañs e-pad pell, dre ma oant douaroù izel a veze beuzet gant ar mor ur wech ar mare. Goude an Henamzer e teuas war wel broioù bihan a oa e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman ha German. An dugelezhioù hag ar c’hontelezhioù-se en em gavas en hêrezh familh an Habsbourged, pa voent impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman. Ganto e voe bodet ar broioù-se evel ur rann a-gostez eus an Impalaeriezh.

Goude marv an impalaer Karl V e voe rannet e hêrezh hag en em gavout a reas ar Broioù Izel e dalc’h Fulup II, roue Spagn. Goude emgannoù relijiel ha politikel e tisklêrias an Izelvroioù e oant dizalc’h. Echuiñ a reas ar Brezel pevar-ugent vloaz gant Spagn e 1648. Seizh proviñs a voe unanet dre Unaniezh Utrecht, e 1579, da vont d’ober Republik ar Seizh Izelvro-Unanet (anvet ivez ar "Proviñsoù-Unanet"). Proviñsoù ar c’hreisteiz a chomas e dalc’h an Habsbourged avat. Kantved Aour an Izelvroioù a reer eus XVIIvet kantved, rak en he bleuñv e voe neuze ar Republik nevez, deuet da vezañ ur vro c’halloudus war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ur perzh bras a voe kemeret gant tierned ar familh Oranje-Nassau, diskennidi bleiner an emsavadeg a-enep Spagn, ar priñs Wilhelm Iañ. D’ar mare-se ivez e krogas an Izelvroioù da gaout trevadennoù dre ar bed a-bezh.

Aloubet e voe an Izelvroioù gant ar C’hallaoued e dibenn an XVIIIvet kantved. Goude drouziwezh Napoleon, e 1815, e voe savet Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, a advode holl Broioù Izel an Impalaeriezh Santel Roman. Emsavadeg a voe e broioù ar c’hreisteiz e 1830, ha Belgia en em zistagas diouzh an Izelvroioù. Ne voe anavezet dizalc’hidigezh Belgia gant roue an Izelvroioù, Wilhelm Iañ an Izelvroioù, nemet e 1839. Ur broviñs e gevred Belgia, Luksembourg, a chome stag ouzh an Izelvroioù dre ma oa roue an Izelvroioù e penn ar vro-se, gant an titl arc’hdug. E 1890 avat e voe torret al liamm-se, pa varvas ar roue Wilhelm III an Izelvroioù : kemeret e voe e blas war dron an Izelvroioù gant e verc’h Wilhelmina met ne c’hellas ket houmañ bezañ anvet e penn Luksembourg abalamour da lezennoù an hêrezh a vire ouzh ar merc’hed a vezañ e penn ar vro-se. Distag-krenn e voe Luksembourg hag an Izelvroioù hiviziken.

En XIXvet kantved e kreskas impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù, gant Indez Nederlandat ar Reter hag Indez Nederlandat ar C'hornôg.

Neptu e chomas an Izelvroioù e-pad ar Brezel bed kentañ. En Eil brezel bed avat ne c’hellas ket ober heñvel pa voe aloubet gant arme Alamagn e miz Mae 1940. Dieubet e voe e 1945. Goude-se n'eus ket fellet d'an Izelvroioù bezañ neptu ha kenlabouret o deus a-zevri en aozadurioù etrebroadel : gant Belgia ha Luksembourg e voe savet un unaniezh anvet Beneluks ; mont a reas an Izelvroioù e-barzh an aozadur milourel etrebroadel anvet AFNA ; adalek 1957 e voe ezel eus Kumuniezh Europa (zo deuet da vezañ Unaniezh Europa). Degemer a reas an euro da voneiz e 2001, da gemer lec’h moneiz ar vro, ar florin.

En XXvet kantved e klaskas an Izelvroioù, en deroù, mirout ouzh Indez Nederlandat ar Reter a zont da vezañ dizalc’h, met en aner, ha dont a reas Indonezia da vezañ dieub e 1949. Plaenoc’h e voe an traoù e lodennoù all eus an impalaeriezh trevadennel, evel e Surinam, a zeuas da vezañ emren da gentañ, e 1954, ha dizalc’h da vat e 1975.

Proviñsoù an Izelvroioù

Hervez ar vonreizh eo Amsterdam ar gêr-benn met en Haag (Den Haag pe s-Gravenhage e nederlandeg) emañ sez ar gouarnamant, palez ar rouanez hag un darn vat eus ar c'hannatioù. Rannet eo an Izelvroioù e 12 proviñs.


==> Gwelout : Proviñsoù an Izelvroioù‎

Un nebeud kêrioù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


A-hend-all eo rannet ar vro e 380 a gumunioù (2018).

==> Gwelout : Listennad kumunioù an Izelvroioù

Miz GenverC'hwevrerMeurzhEbrelMaeEvenGouereEostGwengoloHereDuKerzu Bloaz
Keidenn temperadur uhelañ (°C) 5.26.19.612.917.619.822.122.318.714.29.16.413.7
Keidenn temperadur izelañ (°C) 0.0-0.12.03.57.510.212.512.09.66.53.21.35.7
Keidenn temperadur (°C) 2.83.05.88.312.715.217.417.214.210.36.24.09.8
Miz GenverC'hwevrerMeurzhEbrelMaeEvenGouereEostGwengoloHereDuKerzu Bloaz
Keidenn glaveier (mm) 674865456272705872778177793
Keidenn eurvezhioù heoliadur 527911415820418719619213310660441524

Div yezh zo ofisiel en Izelvroioù : an nederlandeg, komzet gant an darn vrasañ eus an annezidi ; hag ar frizeg ar c'hornôg, a gaozeer e proviñs Friz (Fryslân) hag a zo kenofisiel eno e-kichen an nederlandeg.

Ouzhpenn se emañ al limbourgeg hag ar rannyezhoù izelalamanek (Nedersaksisch e nederlandeg, ger-ha-ger « izelsaksek »), a vez komzet er reter hag en hanternoz, hag a zo anavezet evel « yezhoù rannvroel » gant an Izelvroioù, abaoe sinadur Karta Europa evit ar yezhoù rannvroel pe vinorel.

E bed an deskadurezh hag e bed an embregerezhioù e vez graet un implij stank a-walc’h eus ar saozneg : en eil kelc’hiad ar skolioù-meur (Master) e vez roet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù e saozneg ha n’eo ket e nederlandeg, ha war-dro 85% eus holl annezidi ar vro a oar saozneg (ha 55–60% alamaneg).

Abalamour ma’z eus kalz enbroidi er vro e klever ivez a bep seurt yezhoù all : yezhoù evel an indonezeg pe ar papiamento, komzet e trevadennoù kozh an Izelvroioù pe e broioù zo stag c’hoazh ouzh ar Rouantelezh, hag ivez an turkeg, ar c’hurdeg, an arabeg pe an tamazigh (komzet gant an enbroidi deuet eus Hanternoz Afrika pe eus Turkia).

  1. ↑ Frizeg zo ofisiel e Friz hag an izelsaksoneg hag al limbourgeg zo anavezet da yezhoù rannvro.


Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.