Fant Rozeg
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Fant Rozec |
| Anv-bihan | Françoise |
| Anv-familh | Rozec |
| Deiziad ganedigezh | 12 Du 1911 |
| Lec'h ganedigezh | Sant-Mark |
| Deiziad ar marv | 17 Eost 2001 |
| Lec'h ar marv | Plegastell |
| Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg, iwerzhoneg, saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | brezhoneg, galleg |
| Micher | barzh, romanter, dramaour, skrivagner, troer |
| Bet war ar studi e | skol-veur Pariz |
Ur skrivagnerez vrezhonek hag emsavereh he buhez-pad eo bet Fant Rozeg (Francine Renée Rosec) he deus graet gant an anv-pluenn Meaven (Meavenn goude 1945), da lavaret eo "me a venn" ha Catherine Beauchamp evit he skridoù gallek. Ganet eo bet d'an 12 a viz Du e 1911 e Sant-Mark, ur gêr enteuziet e kêr Vrest hiziv, ha marvet eo bet e Plegastell d'ar 17 a viz Eost 2001. Sinaet he deus F. R. A. ha F. R. M. ivez.
Buhez
Ne kaver ket titour resis war he bugaleaj, nemet, diouzh ma menne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas brezhoneg he-unan pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da Bariz da labourat er Post hag e vije bet skolaerez ivez[1]. Eno e teskas iwerzhoneg er Sorbonne ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Ezel e oa bet eus ar strollad kuzh broadelour breton Kentoc'h Mervel (1929) pa oa mignonez vras da Célestin Lainé ha da Wilherm Vertou, an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha Du.
Brud bras e tapas goude ma voe lakaet da darzhañ monumant unanidigezh Breizh e Roazhon e 1932, pa seblante bezañ liammet ouzh ar strollad kuzh "Gwenn ha Du" ha bezañ tost d'ar gomunourien, e tapas al lesanv a "Werc'hez Ruz" er c'hazetennoù gallek. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet da renerez-embann ar gelaouenn Ar Falz, kevarzhe Yann Sohier a vode mistri-skol tost ouzh ar brezhoneg koulz hag an tu-kleiz. E 1932, pa embanne an "Humanité", pemdezieg ar Strollad Komunour Gall, e oa abegoù sirius d'ar gwalldaolioù, e oa luziet un tamm ar prederiadennoù war an Emsav.
Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant Loeiz Andouard, kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat he fried e 1944. Chom a rejont e kreizkêr Brest e-pad darn-vuiañ an Eil Brezel-bed hag e kenlabourjont gant Roparz Hemon, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou ha Florentin Goinard evit prientiñ an embannadennoù brezhonek nevez.
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon hag Abeozen evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon ivez. E diwezh ar brezel e kemeras da gompagnun Yann-Vari Chanteau, unan eus pennoù ar Bezen Perrot. Pa c'hoarvezas an Dieubidigezh e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ da Bariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un aozadur dengar a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude ma voe addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Diwezhatoc'h ez eas da chom da Sant-Maloù.
Oberenn lennegel
N'eo ket fonnus hec'h oberenn, met a-bouez-bras eo sur. Ar vaouez nemeti e strollad ar skrivagnerien bodet dindan anv Skol Walarn eo bet. Savet he deus div oberenn dezrevell faltazi nemetken : ar romant gallek Le parapluie rouge, ha La jeune folle, embannet diwezhatoc'h e brezhoneg, ken don ha savet mat e oa m'eo bet lakaet da film gant Yves Allégret : Ar follez yaouank (titl ar film : La jeune folle").
N'he deus ket kendalc'het gant ar skrid-faltazi pa gave gwelloc'h dezhi sevel barzhonegoù he buhez-pad. Pezh n'en deus ket miret outi a dreiñ ur romant saoznek e galleg. Kas a reas meur a destenn da vezañ embannet e-barzh Gwalarn. Un harp bras a roas da Roparz Hemon evit boueta an abadennoù brezhonek ha skrivañ pe azasaat a reas un nebeud pezhioù-c'hoari savet evit ar skingomz pa oa aet Roparz Hemon da sekretour Radio-Roazhon-Breizh etre 1941 ha 1944. Meur a bennad sinaet FRA (Fant Rozeg Andouard) a weler er gelaouenn vrezhoneg Arvor ivez.
Skrivet he deus pezhioù lennegezh berr hepken, danevelloù ha barzhonegoù gant un nebeud pozioù a-wechoù. Ne rae ket gant klotennoù, met plijout a rae dezhi ober gant ar c'hensoniezh diabarzh.
Unan eus he barnerien, Youenn Olier a gave dezhañ eo dizingal hec'h awen pa savas pezhioù don ha reoù all a gave-eñ difrom.
Oberennoù
Romant
- " Le parapluie rouge, dindan anv Catherine Beauchamp. E-barzh Les œuvres libres, CXCI, Fayard, Paris, 1937.
Barzhoniezh
- Kanoù en deiz". E-barzh Gwalarn, niv. 53, 1933. Un heklev da gKanou en noz gant Langleiz
Danevelloù
- "Ar Follez Yaouank". E-barzh Gwalarn, niv 140, 1941. Un danevell hir (pe ur romant berr). Adembannet e stumm ul levr gant Hor Yezh hag Al Liamm e 1973. Adembannet a-nevez e 2016 gant Mouladurioù Hor Yezh.
- La jeune folle, nouvelle, Catherine Beauchamp, E-barzh Les œuvres libres, CLXXXVII, Fayard, Paris, 1937[2].
- "Iwerzhon dishual". E-barzh Gwalarn, niv. 38, 1932.
- "Skol Sant-Enda". E-barzh Gwalarn, niv. 38, 1932.
- "Pa c'houez avel gwalarn". E-barzh Gwalarn, niv. 43, 1933.
C'hoariva
- "Eil dimezi". E-barzh Gwalarn, niv. 154, Du-Kerzu 1942.
- "Marv er gêr". E-barzh Gwalarn, niv. 160, Meurzh 1944.
- "Kimiad". E-barzh Gwalarn, niv. 163, 1944.
Troidigezhioù
- Pezhioù-c'hoari skignet war ar skingomz brezhonek e 1942 ha chomet diembann
- Thomas Cornelius Murray, An Trubard.
- Thomas Cornelius Murray, An Ode dreinek. Diwar The Pipe in the fields.
- Catherine Beauchamp
- Odell Shepard ha Willard Shepard, Le vent des solitudes (diwar Holdfast Gaines), Pariz, Éditions Dumas, 1947, 498 p.
A bep seurt
- "Penaos emañ ar bed gant an iwerzhoneg ?". E-barzh Gwalarn, niv. 53, 1934.
- "Brest, port d'occident. E-barzh Bretagne, 1938
Levrlennadur
- Morgan ar Menn, "Meavenn : Fant Rozeg Meavenn". E-barzh Jean-Marie Goater, Gaëlle Pairet, Geneviève Roy, Claude Thomas (renerezh), Femmes de lettres en Bretagne, Embannadurioù Goater, 2024, p. p. 324-328.
- Georges Cadiou, Dictionnaire critique, historique et biographique : le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, 2013, 439 p. (ISBN 9782843465871). Pennad : Meavenn, Fant.
- Sébastien Carney, Breiz Atao ! : Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948), Presses universitaires de Rennes, Rennes, 2015, 608 p. (ISBN 9782753542891)
- Kermoal, Pierrette. Liorzh al lennegezh. Aber, 2006. Div studiadenn diwar-benn "Ar follez yaouank".
- Renault, Annaig. Skritur ar maouezed abaoe mare Gwalarn. Labour mestroniezh. soutenet e Skol-Veur Breizh-Uhel, 1991.
- Louarn, Tangi. Meavenn. E-barzh Preder (kelaouenn), Kaier 88-90, Here-Du-Kerzu 1966. p. 79-87
- Abeozen, Istor al lennegezh vrezhonek a-vremañ, Embannadurioù Al Liamm, 1957. Adembannet (ISBN 9791097465925).
Pennadoù nes
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Morgan ar Menn, e-barzh Femmes de lettres en Bretagne
- ↑ Notice bibliographique, BNF.