Mont d’an endalc’had

Atlas (kartennaoueg)

Eus Wikipedia
Golo Theatrvm Orbis Terrarum, gant Willem ha Joan Blaeu, eus 1645.

Un atlas zo, peurvuiañ, un dastumad kartennoù douaroniezh, pe tresadennoù ha skeudennoù diwar-benn an douaroniezh

En atlasoù douaroniezh e pleder peurvuiañ gant an Douar pe gant ul lodenn anezhañ, met gallout a reer kaout ivez atlasoù a bled gant un arvez hepken eus an douaroniezh (armerzh, douarouriezh...), atlasoù istorel pe yezhoniel, pe c'hoazh atlasoù eus ar planedennoù all pe o loarennoù. Alies e vez bodet ar c'hartennoù-se e stumm ul levr, met stummoù all a c'haller kaout ivez (stummoù niverel da sellet outo gant urzhiataerioù).

Bez e voe teskadoù kartennoù er Grennammzer hag e teuont da vezañ moullet, pa voe ijinet ar moullañ. An den kentañ en deus implijet atlas eo Gerardus Mercator, rak anv roue mojennel Mauretania eo bet Atlas ha lavaret e veze en doa graet labourioù war an douaroniezh en Henamzer. Mercator a savas atlasoù moullet priziet-tre e 1569, 1578, 1585, 1589, 1595 hag e 1606.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.