Mont d’an endalc’had

Oldenburg

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Gouere 2024 da 16:11 gant 83.250.249.179 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Sede pelec'h emañ Oldenburg

Oldenburg zo ur gêr dizalc'h e Niedersachsen en Alamagn. Pa oa e dalc'h ar C'hallaoued, etre 1810 ha 1814 e oa bet anvet Le Vieux-Bourg e galleg.

Emañ e kember ar stêrioù Hunte ha Haaren, e gwalarn Alamagn, etre kêrioù Groningen, en Izelvroioù, ha Bremen er reter. E 2010 e oa 162 173 den o chom enni, ha gant se ez eo ar pevare brasañ kêr e Niedersachsen war-lerc'h kêrioù Hannover, Braunschweig hag Osnabrück.

Kastell Oldenburg.